Deiziataer

Mai 2008
L M M J V S D
      1 2 3 4
5 6 7 8 9 10 11
12 13 14 15 16 17 18
19 20 21 22 23 24 25
26 27 28 29 30 31  
<< < > >>

Danvezioù

Ger kinnig

Klask

Jeudi 8 mai 2008

Tregont vloaz Ninnog.
Setu hi o sellout ouzh un albom fotoioù kozh.


Kiwa ha Ninnog

Gwelet e vez ar skeudennoù a fiñv : pa oa bihan war porzh ar skol, e-pad ur gouel, pa oa er skolaj, karantez gant ur paotr, pa oa e Trede, an Aked, kross ar skolaj, manifestadegoù evit Diwan ... Sellout a ra ouzh an horolaj : poent eo mont da gerc'hat Kiwa, a zo skoliataet e Diwan, evelti ...



Mai o c'hoari e porzh Skol Diwan
par Skolaj Diwan Jakez Riou
ajouter un commentaire commentaires (0)    recommander
Jeudi 8 mai 2008
Dibabet eo bet tem "Tregont vloaz Diwan" evit sevel 5 film. Setu ar re a vo kinniget deoc'h e Clap à l'Ouest e Tregon ha da-geñver 10 vloaz ar skolaj  :                             
1- Logo Diwan : deuet da vezañ gwir !


2- Habaskwars : penaos eo bet krouet, goude ur brezel bras, skolioù Diwan


3- Babig Breizh : ret e oa d'ar babig Diwan krouiñ 1000 skol Diwan e tregont vloaz, siwazh, ar voudig Breizh deuet en-dro a vo fuloret hag e vo graet ar pezh he doa diouganet.


4- Cheñch skol ?  Melanie/Amelie ha Scott o deus gwelet ur skritell "tregont vloaz Diwan" e Karaez, ken plijet gant ar gouel e cheñchont skol hag e kemeront hent Diwan ...


par Skolaj Diwan Jakez Riou
ajouter un commentaire commentaires (1)    recommander
Jeudi 8 mai 2008
Abadenn ar skolaj e Karaez : laouen an holl o welout labour skolaj Diwan Jakez Riou gant 23 skolajiad war al leurenn !



Da gentañ war al leurenn, Airelle Mendon, kalonek, hec'h-unan evit dañsal war un ton flamenco !



Prientet gant Jean-Marie, gwelet hon eus merc'hed eus 6ved ha 5ved (Felicite ha Louise), o kinnig un dañs plijus-tre. Ha da c'houde, country, prientet gant Soazig, hor sekretourez.



Hag evit echuiñ, goude bezañ pleustret gant Rasheed ha Fanny, ar strollad 7 rapour, prest da "lakaat an tan" !


10 mn war Bleu Breizh-izel war eeun, gant Manu Mehu ha Michel Pagès, fentus ha kentelius, met e galleg siwazh !



Gant Bagad Diwan eo bet degemeret ar Redadeg gant ton ha son.

Dindan renerezh aketus Konogan.

Erru ar Redadeg !

par Skolaj Diwan Jakez Riou
ajouter un commentaire commentaires (0)    recommander
Dimanche 4 mai 2008
Un taol deuet eo bet ar Redadeg ! Gourc'hemennoù d'an holl berzhidi ! Ur c'hlaoustre kaset da benn vat a zigor hentoù a unaniezh hag a verzh evit amzer da zont hor yezh !

Un nozvezh kaer eo bet hini hon tennad-hent etre Kemperle ha Brieg. Plijadur, kalonegezh, keneiliezh, strivadeg... Kinnig a ran deoc'h skeudennoù bet tennet gant Christian Guidoux a Naoned. Trugarez dezhañ evit e labour kalonek hag efedus en noz-se. Bez e c'helloc'h kaout skeudennoù all, mar fell deoc'h. Dont e darempred gant ar skolaj evit gwelout e pe zoare teknikel ober.

Hag un, daou, tri...

       Ur familh unanet.
       Brav, Maike !

       Malo, Valentin, Tugdual, Luc hag ar re all, hep disoñjal hor mestr-reder Yvon, gourc'hemennoù !
       Mennegezh sioul...
       Dao de'i !
       War-raok, Luc !




Gant ur mousc'hoarzh eo bravoc'h c'hoazh !
       Emañ an trec'h e penn an hent !
       Brav, Lea !
       Lañs gant ar familh Toulgoat !
       Françoise, mennet mat !
       Ur strollad renket hag aozet brav !

       Tremen ar vazh-test gant ur mousc'hoarzh !
       Rederien gadarn !
       M'en tou da redek...
       Tangi hag ar marc'h-houarner melen e-kreiz an noz.

       Eürus !
       Ha yao !
       War be du sprintañ ?
       Laouenidigezh !
       Ronan o krapat hardizh !
       A dad da verc'h !
       Nonna, balc'h ha seder !
       Gwennole hag e suporterien !
       It's a long, long way to Tipperary !
       Loeiza, atletez ampart !
   Goude an noz e chom c'hoazh startijenn gant Anjela da azlañsañ, gourc'hemennoù !

       Mai, aes hag asur !
       Erell, plijet ha mennet !
       Sylvain, gourc'hemennoù. Kalonek-tre out bet !

Pauline d'hon digareziñ, peurziskarget 'oa batiri ar benveg-foto a-raok degouezhout e Brieg... Mat eo deomp resev skeudennoù niverel digant ar re a oa a-hed an hent.
par Skolaj Diwan Jakez Riou
ajouter un commentaire commentaires (0)    recommander
Vendredi 11 avril 2008

 















"Krib an avelioù" (Chillida).

 Aet omp da San Sebastian / Donostia gant ar c´harr-boutin, 1 eurvezh hent. Pa ´z omp erruet, hon eus graet tro menez Urgull. En e veg ez eus ur mirdi. War-lerc´h omp erruet er porzh-mor, gwelet hon eus bigi gant stummoù disheñvel. Goude-se, hon eus bet amzer vak. Lod a zo aet en aod, lod-all e kêr da weladenniñ ha d´ober ar stalioù.

Echu an amzer vak, graet hon  eus ur bourmenadenn a-hed an aodoù Playa de Ondarreta ha Playa de la Concha. A bep tu d´an aodoù-se,  o deus 2 arzour anavezet e bed an arzoù    ( Chillida hag Oteiza ) savet kizelladurioù metal anvet “El peine de los vientos” hag “Espacio vacio”.

"Espacio vacio" (Oteiza)




Brenda, Tifaine ha Metig gant o lunedoù kelien !
par Skolaj Diwan Jakez Riou
ajouter un commentaire commentaires (2)    recommander
Créer un blog sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Rémunération en droits d'auteur avec TF1 Network - Signaler un abus